album cover
Ur vag a Vontroulez
49
Traditional Celtic
Ur vag a Vontroulez was released on August 22, 2025 by Arfolk as a part of the album Toenn-vor - Chants des sept mers
album cover
Release DateAugust 22, 2025
LabelArfolk
Melodicness
Acousticness
Valence
Danceability
Energy
BPM

Credits

PERFORMING ARTISTS
Denez Prigent
Denez Prigent
Vocals
Romain Dubois
Romain Dubois
Keyboards, Synthesizer, Piano
COMPOSITION & LYRICS
Denez Prigent
Denez Prigent
Composer, Vocal Adapter
Romain Dubois
Romain Dubois
Arranger
PRODUCTION & ENGINEERING
Nicolas Rouvière
Nicolas Rouvière
Mixing Engineer, Mastering Engineer, Recording Engineer

Lyrics

Ur vag nevez a Vontroulez
'Zo ar bloaz-mañ muntrerez
'Vont da bardoniañ da Sant-Yann
He deus beuzet holl dud Plouyann
'Vont da bardon Sant-Yann-Ar-Biz
En deus beuzet an holl Blouyanniz
 -Koñje tad ha mamm 'c'houlennan
 da vont da bardoniañ ?
-Da bardoniañ c'hwi ne 'z eoc'h ket
Kar an avel a zo cheñchet
Emañ diwar dour ar Yeodeg
Ur gwalleur bras 'zo erruet
Ur gwalleur bras 'zo erruet
Ur vagad tud a zo beuzet
Ur vagad tud ha tud yaouank
Bez 'oa enni seizh den ha kant ! ».
Ar muiañ truez 'm boa outo
Ur wreg yaouank 'oa anezho
Aotrou Sant Yann eus bord ar mor
C'hwi mestr an avel hag ar mor
Resevit din va inosant
Hag a varvo hep badeziant
Me 'roio deoc'h ur banniel ru'
Gant seizh kloc'h arc'hant e pep tu
Me 'roio deoc'h ur gouriz koar ?
'Raio teir zro d'ho holl douar
N' doa ket he ger peurachuet
Ar mor dre 'n hanter 'zo rannet
En aod Sant Yann en deus kavet
Ur bugelig heb droug ebet
War e galon ur bod bezhin glas
Da ziskouez 'oa ganet er mor bras
En e zorn kleiz ur bilhed du
Da ziskouez 'oa kristen da Jezuz.
En e zorn dehoù ur bilhed gwenn
Buhez e vamm holl penn da benn
« Digor an nor porcher ar Vro
ar biric'hined a zo distro
Digor an nor porcher Rosko
Emañ erru ar re varv
Digor frank porched ar vered
Da interiñ ar re veuzet ! ».
Written by: Denez Prigent
instagramSharePathic_arrow_out􀆄 copy􀐅􀋲

Loading...