Upcoming Concerts for Gwennyn
Credits
PERFORMING ARTISTS
Gwennyn
Performer
COMPOSITION & LYRICS
Gwennyn Louarn
Songwriter
Patrice Marzin
Composer
Lyrics
Bleunioù 'vo tro-dro din
A-gantadoù 'kresko e ma jardin
Ha Seizh Marzhenn ar bed
'Zaoulin rak kement a vraventez
Amañ 'vo bokedoù-laezh
Daoulagad ar Werc'hez
Roz-kamm ha rozennoù-gouez
Bleun-brug ar menez
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor
Siwazh berraet an deiz
N'eo ket peurbadel barrezh ar wenanenn
Daougrommet gant an avel
Aet eo diganin va bleunioù kaer
Skeudoù vil ar gwall amzer
O ouelañ war ar c'hoad
Gwerzioù hir ar gaouenn gozh
Gant ar C'had-noz o rodal
'Hed ar goañv
Va baradozig em c'halon
'Hed ar goañv
Va baradozig 'domm 'c'hanon
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor
Written by: Gwennyn Louarn, Patrice Marzin